Levr Izaia 21:2
Kéar leûn a zafar, kéar leûn a dûd, kéar laouen; ar ré a zô bét lazet enn-od, n’in̄t két bét lazet gan̄d ar c’hlézé, n’in̄t két marô er brézel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Béac’h traon̄ien ar wélédigez. Pérâg é piñez-té ével-sé enn eur rumm brâz war ann tôennou?
Cross References
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 79:11Ra zavô étrézég enn-od keinvanou ar ré a zô er vâc’h. Gan̄t nerz da vréac’h, mîr bugalé ar ré a zô bét lazet.
Proverbs 13:15Ar gélennadurez vâd a rôi ar c’hrâs; hen̄t ar goapaerien a gâs d’al loun̄k.
Isaiah 13:2Savid ann arouéz war ar ménez koabrek, uc’hélait hô mouéz, savit hô tourn, m’az ai ann duged dré ar persier.
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.