Levr Izaia 26:13
Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: Ar c’horn-boud a zonô-kaer, ar ré a oa bét tec’het a zistrôi eûz a zouar ann Assiried, hag ar ré a oa bét harluet a zistrôi eûz ann Éjipt, hag hî a azeûlô ann Aotrou war ar ménez san̄tel é Jéruzalem. ———— XXVIII. PENNAD. Disman̄tr rouan̄télez Éfraim. l. Gwâ ar gurunen a rogen̄tez, mezvierien Éfraim, ar vleûen vresk, hé c’hloar hag hé zudi, ar ré a choum é lein ann draon̄ien drûz, ar ré a horell gan̄d ar gwîn. 2 Chétu ann Aotrou kré ha galloudek a vézô ével eur c’hazarc’h herruz; ével eur gourven̄ten a dorr pép-trâ, ével eunn dic’hlann dour, en em skiñ war eur vrô éc’hon, hag a c’hôlô pép-tra. 3 Kurunen a rogen̄tez mezvierien Éfraim a vézô mac’het dindân ann treid. 4 Hag ar vleûen vresk-zé, gloar ha dudi ann hini a choum é lein ann draon̄ien drûz, a vézô hén̄vel oud eur frouez a zô éok ken̄t égét ré ann diskar-amzer; ann hini her gwél, her chémer enn hé zourn, hag hen debr kerken̄t. 5 Enn deiz-zé Aotrou ann arméou a vézô eur gurunen a c’hloar, hag eur vôden a zudi évid ann dilerc’h eûz hé bobl: 6 Hag eur spéred a reizded évid ann hini a vézô azézet évit barna, ha ners ar ré a zistrôi eûz ar brézel d’ar porz. 7 Ar ré-man̄ ivé gan̄d ar gwîn n’hô deûz két anavézet ar wirionez; ker mezô in̄t ma horellon̄t. Ar bélek hag ar profed a zô diwiziek gan̄d ar vézven̄ti, bévézet in̄t gan̄d ar gwîn, ker mezô in̄t ma horellon̄t, na anavézon̄t két ar wélédigez, na ouzon̄t mui pétrâ eo ar varn. 8 Ann holl daoliou a zô leun a zisloun̄k hag a louzdoni, ha n’eûz léac’h é-béd dizaotr. 9 Da biou é rôi ann Aotrou ar wiziégez eûz hé lézen? Da biou é rôi ar poell eûz hé c’hér? D’ar vugalé névez-dizounet, d’ar ré névez-tennet diouc’h ar vroun. 10 Râk desk, desk c’hoaz; desk, desk c’hoaz: gortoz, gortoz c’hoaz; gortoz, gortoz c’hoaz, eunn nébeûd aman̄; eunn nébeûd aman̄. 11 Râg enn eunn doaré all, enn eur iéz all é komzô oud ar bobl-zé; 12 Hén̄ péhini en dôa lavaret dézhan̄: Aman̄ éma va éhan, diskuizit ac’hanoun, aman̄ éma va fréskadurez; ha né két fellet d’ézhô hé zélaoui. 13 Hôgen ann Aotrou a lavarô d’ézhô: Desk, desk c’hoaz; desk, desk c’hoaz; gortoz, gortoz c’hoaz: gortoz, gortoz c’hoaz; eunn nébeûd aman̄; eunn nébeud aman̄: évit m’az ain̄t, ha ma kouézin̄t a-c’houen, ha ma vézin̄t brévet, ma kouézin̄t er spî, ha ma vézin̄t paket.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 23:7Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô:
Isaiah 2:8Hô douar a zô leûn a gézek, hag hô c’hirri a zô diniver, hag hô douar a zô leûn a idolou. Azeûlet hô deûz labour hô daouarn, ar péz hô dôa gréat gan̄d hô biziad hô-unan.
Isaiah 12:4Hag é léverrot enn deiz-zé: Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô; rôit da anaout hé ôberiou é-touez ar boblou; hô pézet koun pénaoz eo uc’hel hé hanô.
Isaiah 63:7Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.