Levr Izaia 33:8
Énô é vézô eur raven̄t hag eunn hen̄t, hag a vézô hanvet ann hen̄t san̄tel; ann dén saotr na dréménô két dré-z-han̄, hag eunn hen̄t éeun é vézô d’é-hoc’h, enn hévélep doaré na faziô két enn-han̄ ar ré ziskian̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:22Kâs a rinn enn hoc’h énep loéned ferô, péré a zagô ac’hanoc’h hag hô chatal, hag hô lakai holl da nébeût; hag hoc’h hen̄chou a zeûi ével distrôiou.
1 Samuel 17:10Hôgen an̄trônôz ar spéred drouk kaset gan̄d Doué a grôgaz é Saul, hag hén̄ a ziougané é-kreiz hé dî: hôgen David a zouné gan̄d ann délen ével ma réa bemdez; ha Saül péhini en dôa eur gwaf enn hé zourn,
Psalms 10:5Doué n’éma két dira-z-han̄: hé hen̄chou a zô saotret é péb amzer. Da varniou a vézô lamet a zirâg hé zaoulagad; aotrounia a rai war hé holl énébourien.
Isaiah 10:13Râk lavaret en deûz: Gan̄t nerz va dourn em eûz hé c’hréat, ha gan̄t va furnez em eûz hé boellet; harzou ar boblou em eûz tennet, hô frin̄sed em eûz dibourc’het, hag ével eunn dén galloudék em eûz diframmet ar rouéed diwar hô zrônou.
Isaiah 35:8Rabsasez éta a zistrôaz war hé c’hîz, hag a iéaz da gavout roué ann Assiried péhini a stourmé out Lobna; râk klévet en dôa pénaoz é oa éat-kuît eûz a Lac’his.