Levr Izaia 37:4
Hag Isaias a lavaraz: Pétrâ hô deûs-hi gwélet enn da dî? Hag Ézéc’hias a lavaraz: Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet; n’eûz nétrâ em ten̄zoriou a gémen̄t n’am eûz diskouézet d’ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag Isaias a lavaraz da Ézéc’hias: Sélaou gér Aotrou ann arméou.
Cross References
Joshua 14:12Rô d’in éta ar ménez-zé, en deûz gwéstlet ann Aotrou d’in, ével ma éc’h eûz hé glévet da-unan, war béhini éz eûz lan̄gouinéien ha keriou brâz ha kré, ma wélinn mar d-éma ann Aotrou gan-én̄, ha ma hellinn hô c’hâs-da-gét, ével ma en deûz hé wéstlet d’in.
1 Samuel 12:19Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel: rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou. 29 Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.
1 Samuel 14:6Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed: Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.