The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 37

1Enn amzer-zé Mérodac’h Baladan, mâb Baladan, roué Babilon, a gasaz eul lizer ha traou kaer da Ézéc’hias, ô véza m’en dôa klévet pénaoz é oa bét klan̄v, hag é oa bét paréet.

2Ézéc’hias a zigéméraz anézhô gan̄t lévénez, hag a ziskouézaz d’ézhô kambr al louzou, ann aour hag ann arc’han̄t, hag ann traou c’houés-vâd, hag ann éôliou ar ré wella, hag hé holl arrébeûri kaer, ha kémen̄d a oa enn hé den̄zoriou. Na oé nétrâ enn hé dî nag é kémen̄d a oa enn hé véli, na ziskouézaz d’ézhô.

3Neûzé ar profed Isaias a iéaz da gavout ar roué Ézéc’hias, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ hô deûz lavaret ann dûd-zé, hag a béléac’h in̄d-hi deûet étrézég enn-od? Hag Ézéc’hias a lavaraz: Eûz a eur vrô bell in̄d deûet d’am c’havout, eûz a Vabilon.

4Hag Isaias a lavaraz: Pétrâ hô deûs-hi gwélet enn da dî? Hag Ézéc’hias a lavaraz: Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet; n’eûz nétrâ em ten̄zoriou a gémen̄t n’am eûz diskouézet d’ézhô.

5Hag Isaias a lavaraz da Ézéc’hias: Sélaou gér Aotrou ann arméou.

6Chétu é teûi ann deisiou é péré é vézô tennet kémen̄d a zô énn da dî, hag é vézô kaset da Vabilon ann holl den̄zoriou hô deûz dastumet d a dadou bété vréma; na vézô lézet nétrâ, émé ann Aotrou.

7Hag é vézô kéméret eûz da vugalé, eûz ar ré a zô deûet ac’hanod, eûz ar ré éc’h eûz ganet, évid hô lakaad da spazéien é palez roué Babilon.

8Hag Ézéc’hias a lavaraz da Isaias: Mâd eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz: Ra vézô hépkén ar péoc’h hag ar wirionez a-héd va deisiou. ———— XL. PENNAD. Disklériadur ann Aotrou. Hé veûrded, hé c’halloud.

← Levr Izaia 36Read In The App, Free →Levr Izaia 38 →

Study Levr Izaia 37

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566