Levr Izaia 43:19
N’em eûz két komzet é-kûz, enn eul léac’h téval eûz ann douar. N’em eûz két lavaret da wenn Jakob: Klaskit ac’hanoun enn-aner; mé eo ann Aotrou a rô da anaout ar reizded, hag a embann ann éeunder.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 20:11Ha p’en dôé Moizez savet hé zourn, ha skôet diou wéach war ar méan gan̄d hé wialen, é tilammaz kalz a zour, enn hévélep doaré m’en dôé ar bobl da éva, hag al loéned ivé.
Psalms 78:16Tenna a réaz dour eûz ar méan, hag hé lékéaz da rédek ével steriou.
Isaiah 35:6Hag Isaias a lavaraz d’ézhô: Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr: Ével-henn é lavar ann Aotrou: N’hô pézet két a aoun râg ar gériou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz va heskinet.
Isaiah 35:9Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout:
Isaiah 41:18N’hô pézet két a goun eûz ann traou ken̄t, ha na likiid kéd a évez oud ann traou kôz.
Isaiah 48:5Ann Aotrou Doué en deûz digoret va skouarn, ha n’em eûz két énébet outhan̄; n’ounn két bét éat war va c’hîz.