Niveroù 20:11
Ha p’en dôé Moizez savet hé zourn, ha skôet diou wéach war ar méan gan̄d hé wialen, é tilammaz kalz a zour, enn hévélep doaré m’en dôé ar bobl da éva, hag al loéned ivé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 20:8Kémer ar wialen, ha dastum ar bobl, té hag Aaron da vreûr, ha komzit oud ar méan dira-z-hô, hag hén̄ a rôi doureier. Ha p’az pézô tennet dour eûz ar méan, ar bobl holl a évô hag hô loéned.
Judges 15:19Ann Aotrou éta a zigoraz unan eûz a gilden̄t ar garvan azen, hag é tilammaz dour anézhan̄. Hag hén̄ a évaz, hag a wellaaz d’hé spéred, hag a zistrôaz d’hé ners. Râk-sé eo bét hanvet al léac’h-zé bétég henn: feun̄teun ar garvan dré bidi Doué. (T).
1 Samuel 15:19Saül a gasaz éta kan̄naded da Isai évit lavarout d’ézhan̄: Kâs d’in da vâb David a zô er peûrvan.
1 Chronicles 15:2Ha David a lavaraz: Na dlé dén dougen arc’h Doué, néméd al Lévited, en deûz dilennet ann Aotrou évid hé zougen, hag évid ôber ar servich anézhi da-vikenn.