Levr Nehemia 13:17
Râk-sé é tamalliz ar ré gen̄ta eûz a Juda, hag é liviriz d’ézhô: Pétrâ eo ann drouk-zé a rît? Ha pérâg é saotrit-hu deiz ar sabbat?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 5:7Ober a riz va sonj gan-en (T), hag é ten̄siz ar ré vrâz hag ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô: Ha c’houi a gémer kampi digan̄d hô preûdeûr? Ha mé a zavaz eur strollad brâz enn hô énep,
Nehemiah 13:25Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout:
Proverbs 28:4Ar ré a zilez al lézen, a veûl ar fallagr; ar ré hé mîr, a wiñk out-han̄.
Jeremiah 5:5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.
Jeremiah 22:2Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, d’ar vésérien a rén va fobl: C’houi hoc’h eûz skiñet va dén̄ved, hô distolet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két hô emwélet; chétu mé a emwélô ac’hanoc’h enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou.
Micah 3:1Chétu pétrâ a c’hoarvézo. É divez ann deisiou é vézô savet tî ann Aotrou war lein ar ménésiou: uc’hel é savô war ar c’hrec’hiennou: hag ar boblou a zeûi founn étrézeg enn-han̄.