Levr Izaia 57:11
Iuda a réomp ével oursed, grougousa hag hirvoudi a réomp ével koulmed; ar varn a c’hôrtozomp, ha né két deûet; ar zilvidigez, hag eo pélléet diouz-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 29:25Néb a zouj ann dûd, a gouézô hép dalé; néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô savet.
Isaiah 26:10Râg ar géar gré a vézô disman̄tret, ar géar gaer a vézô kuitéet; dilézet é vézô ével eunn distrô; énô é peûrô al leûéou; énô é c’hourvézin̄t, hag é tebrin̄t géot.
Isaiah 51:12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
Jeremiah 2:32Hag an̄kounac’haad a ra eur plac’h-iaouan̄k hé braven̄tésiou, pé eur c’hrég hé gouzougen? Ha koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet pell-amzer.
Jeremiah 9:3Râk didalvez eo lézennou ar boblou; râg eur c’hizeller a drouc’h eur wézen er c’hoat gan̄d ar vouc’hal;
Ezekiel 13:22O véza ma hoc’h eûz glac’haret kaloun ann dén reiz gan̄d hô kévier, pa na c’hlac’harenn két anézhan̄; ha ma hoc’h eûz krévéet daouarn ar ré fallagr, évit na zistrôin̄t két eûz hô gwall hen̄t, ha na vévin̄t két.