Levr Izaia 57:16
Hag hén̄ a wélaz pénaoz na oa mui a zén; hag é oé souézet ô véza na zavé hini enn hé énep; hag hé vréac’h hé-unan a zieûbaz anézhan̄, hag hé reizded hé-unan a gen-nerzaz anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:22Ar ré-man̄ en em strin̄kaz war hô génou d’ann douar, hag a lavaraz: O Doué holl c’halloudek, Doué ar spéréjou hag ann holl gîk, ha sével a rai drouk enn-oud a-éneb ann holl évit péc’hed unan hép-kén?
Job 12:10Enn hé zourn éma éné kémen̄d hini a zô béô, ha kémen̄t spéred a zô é kîk ann dûd.
Psalms 78:38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
Psalms 103:9Na vuanékai két bépréd; ha na c’hourdrouzô két da-viken.
Isaiah 27:8Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.
Isaiah 42:5Unan a lavarô: D’ann Aotrou ounn; eunn all en em veûlô gan̄d hanô Jakob; eunn all a skrivô gan̄d hé zourn: D’ann Aotrou ounn; hag hén̄ a gémérô hanô Israel.