Niveroù 16:22
Ar ré-man̄ en em strin̄kaz war hô génou d’ann douar, hag a lavaraz: O Doué holl c’halloudek, Doué ar spéréjou hag ann holl gîk, ha sével a rai drouk enn-oud a-éneb ann holl évit péc’hed unan hép-kén?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21En em rannit eûz a greiz ar strollad-zé, évit ma hô c’hollinn war-eunn-drô.
Cross References
Numbers 14:5Moizez hag Aaron ô véza klevet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz d’ann douar dirâg ann holl strollad eûz a vugalé Israel.
Numbers 16:45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,
Joshua 7:1Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget: hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).
2 Samuel 24:1Ha buanégez ann Aotrou a zavaz adarré a-énep Israel; hag hén̄ a aliaz David enn hô énep, oc’h hé lakaad da lavarout: Kéa, ha niver Israel ha Juda.