Levr Nehemia 9:27
Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud: ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:14Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô: ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.
Judges 2:18Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.
Judges 6:6Israel a oé éta izéléet-brâz dirâg ar Vadianited.
1 Samuel 12:10Ha goudé m’eo dôé kenniget ar sakrifiz, chétu é teûaz Samuel: ha Saül a iéaz war hé arbenn évid hé zaludi.