Levr Izaia 9:17
Râk-se n’eo em laouénai két ann Aotrou war hé dûd-iaouan̄k; ha n’en devézo kéd a druez oud hé emzivaded hag hé in̄tan̄vézed; rak pilpouzed ha tûd fall in̄t holl, ha na lavar hô génou némét traou diskian̄t. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 15:34Râk difrouez eo kémen̄d a zastum ann dén pilpouz, hag ann tân a zevô tiez ar ré a zigémer rôou a galoun vâd.
Isaiah 1:4Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall: dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.
Isaiah 5:25Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.
Isaiah 9:21Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn. ———— X. PENNAD. Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.
Isaiah 10:4Évit na blégot két dindân ar chadennou, ha na gouezot két é-touez ar ré varô. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Isaiah 13:18Hôgen laza a rain̄t ar vugaligou gan̄d hô saésiou; n’hô dévézô ket a druez oud ar ré a vézô c’hoaz é kôv hô mamm; hag hô lagad na espernô két ar ré névez-ganet.