Lizher Sant Jakez 3:17
Hôgen ar furnez a zeû diouc’h-kréac’h, a zô da-gen̄ta glân, ha goudé péoc’huz, poelluz, reiz, galloudek é pép mâd, leûn a drugarez hag a frouez mâd, divarn ha didrôidel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Râg el léac’h ma éz eûz hérez ha strîv, énô éz eûz ivé diboell ha péb ôber drouk.
18Hôgen frouez ar wirionez a véz hadet er péoc’h, gan̄d ar ré a ra ar péoc’h. ———— IV. PENNAD.
Read all of Lizher Sant Jakez 3
Cross References
1 Chronicles 22:9Ar mâb a vézô ganet d’id a vézô eunn dén sioul-brâz. Ha mé hel lakai da gaout éhan digan̄d hé holl énébourien trô-war-drô; ha dré-zé eo é vézô hanvet dén a béoc’h; ar péoc’h hag ann éhan a rôinn é Israel a-héd hé holl zeisiou.
Job 28:12Hôgen péléac’h é vézô kavet ar furnez? Ha péhini eo léac’h ar poell?
Job 28:28Hag en deûz lavaret d’ann dén: Chétu doujan̄s ann Aotrou, ar furnez eo; ha pellaad diouc’h ann drouk, ar poell eo. ———— XXIX. PENNAD. Job a zanével hé stâd gen̄ta.
Isaiah 2:4Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou: eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.