Lizher Sant Jakez 3
1Na vézet két kalz ac’hanoc’h mistri, va breûdeûr, ô c’houzout pénaoz é tennit war-n-hoc’h eur varnédigez vrasoc’h.
2Râg é meûr a drâ é faziomb holl. Ma éz eûz unan-bennâg ha na fazi két pa gomz, eunn dén klôk eo, hag a hell réna hé gorf holl gan̄d ar wesken.
3Chétu é lékéomp gweskennou é génou ar c’hézek évid hô lakaad da zen̄ti ouz-omp, hag ével-sé é lékéomp hô c’horf holl da drei el léac’h ma karomp.
4Chétu ivé al listri, péger braz-bennâg in̄t, hag hî boun̄tet gan̄d avélou kré, a véz trôet koulskoudé a bép tû gan̄d eur stur bihan, el léac’h ma kâr al lévier.
5Ével-sé ann téôd a zô eunn ézel bihan, ha koulskoudé é ra traou brâz. Chétu eunn tan bihan a hell en̄tana eur c’hoad brâz!
6Ann téôd ivé a zô eunn tan, hag eur béd a zrougiez. Ann téôd a zo unan eûz hon izili, hag a zaotr hor c’horf holl; en̄tana a ra rôd hor buez, ô kémérout tân ann ifern.
7Râk natur ann dén a hell don̄va, hag en deûz don̄vet al loéned, al laboused, ann aéred hag ar pésked:
8Hôgen dén na hell don̄va ann téôd: eunn drouk rec’huz eo; leûn eo eûz a eur c’hon̄tamm marvel.
9Gan̄t-han̄ é veûlomp Doué hon Tâd: ha gan̄t-han̄ é villigomp ann dûd a zô bét gréat diouc’h skeûden Zoué.
10Eûz ann hévélep génou é teû ar vennoz hag ar valloz. Né kéd ével-sé, va breûdeûr, é tléeur ôber.
11Eur feuntenn hag hî a daol eûz ann hévelep toull dour c’houék ha dour c’houerô?
12Eur wézen fiez, va breûdeûr, hag hî a hell dougen rezin, pé eur winien dougen fiez? Ével-sé eur feun̄teun̄ zall na hell két rei dour c’houék.
13Piou a zô fûr ha gwiziek enn hô touez? Ra ziskouézô hé ôberiou enn eur brézégen vâd gan̄d eur furnez c’houék.
14Hôgen ma hoc’h eûz eunn hérez c’houerô, ha strivou enn hô kalounou, n’en em veûlit két, ha na livirit kéd a c’haou a-éneb ar wirionez.
15Râg ar furnez-zé na ziskenn két diouc’h-kréac’h, hôgen douareg eo, anévalek ha diaoulek.
16Râg el léac’h ma éz eûz hérez ha strîv, énô éz eûz ivé diboell ha péb ôber drouk.
17Hôgen ar furnez a zeû diouc’h-kréac’h, a zô da-gen̄ta glân, ha goudé péoc’huz, poelluz, reiz, galloudek é pép mâd, leûn a drugarez hag a frouez mâd, divarn ha didrôidel.
18Hôgen frouez ar wirionez a véz hadet er péoc’h, gan̄d ar ré a ra ar péoc’h. ———— IV. PENNAD.