Lizher Sant Jakez 5:11
Chétu é tisklériomp gwenvidik ar ré hô deûz gouzan̄vet. Klevet hoc’h eûz komza eûz a habaskded Job, ha gwélet hoc’h eûz divez ann Aotrou; râg ann Aotrou a zô leûn a druez hag a drugarez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher Sant Jakez 5
Cross References
1 Chronicles 21:13Ha David a lavaraz da C’had: A bép tû ounn gwasket gan̄d ann an̄ken; hôgen gwell eo gan-en kouéza étré daouarn ann Aotrou, ô véza ma eo brâz hé vadélez, égét kouéza étré daouarn ann dûd.
Nehemiah 9:17Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:
Job 1:2Ganet é oé d’ézhan̄ seiz mâb, ha teir merc’h.
Job 2:10Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhi: Komza a réz ével eur vaouez diskian̄t. Ma hon eûz digéméret ar mâd eûz a zourn Doué, pérâk na zigémerfemp két ivé ann drouk? É kémen̄t-sé na béc’haz ket Job gan̄d hé vuzellou.
Job 23:10Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.