The Bible Software
Lizher Sant Jakez · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher Sant Jakez 5

1Bréma c’houi, tûd pinvidik, gwélid ha iouc’hid diwar-benn ar reûz a c’hoarvézô gan-é-hoc’h.

2Hô madou a vrein, ho tiḻad a zô debret gan̄d ar prén̄ved.

3Hoc’h aour hag hoc’h arc’han̄t a zô merklet; hag ar merkl-zé a zavô da dést enn hoc’h énep, hag a zebrô hô kîk ével eunn tan. Eunn tenzor a vuanégez a zastumit évit ann deisiou divéza.

4Chétu gôbr al labourerien ho deûz médet hô parkou, hag hoc’h eûz dalc’het, a gri enn hoc’h énep; hag hô c’hri a zô savet bété diskouarn Aotrou ann arméou.

5Banvézet hoc’h eûz war ann douar, ha maget hoc’h eûz hô kalounou gan̄t mizou-brâz, ével évid deiz al lazérez.

6Barnet ha lazet hoc’h eûz ann dén gwirion, hép ma en deûz énébét ouz-hoc’h.

7Hôgen c’houi, va breûdeûr, bézid habask, bété donédigez ann Aotrou. Chétu ar gounidek oc’h hada ar frouez talvouduz eûz ann douar, a hâd gan̄d habaskded, bété ma vézô rôed d’ézhan̄ ar glaô abréd, hag ar glaô divézad.

8Bézid éta habask, c’houi; ha krévait hô kalounou; râk donédigez ann Aotrou a dôsta.

9N’en em heskinit kéd ann eil égilé, va breûdeûr, évit na viot két barnet. Chétu éma ar barner oud ann ôr.

10Kémérit, va breûdeûr, ével skouér a an̄ken; a labour hag a habaskded, ar Broféded péré hô deûz komzet é hanô ann Aotrou.

11Chétu é tisklériomp gwenvidik ar ré hô deûz gouzan̄vet. Klevet hoc’h eûz komza eûz a habaskded Job, ha gwélet hoc’h eûz divez ann Aotrou; râg ann Aotrou a zô leûn a druez hag a drugarez.

12Hôgen dreist pép-tra, va breûdeûr, na douit két, na dré ann én̄v, na dré ann douar, na dré nétrâ all é-béd. Hôgen ra vézô hô lavar: Ia, ia; pé nann, nann; évit na gouézot kéd dindân ar varnédigez.

13Ha trist eo unan ac’hanoc’h? Pédet. Ha laouen eo? Kanet meûleûdiou Doué.

14Ha klan̄v eo unan ac’hanoc’h? Galvet béleien ann Iliz, péré a bédô war-n-ézhan̄, hag a lardô anézhan̄ gan̄d éôl é hanô ann Aotrou:

15Ha péden ar feiz a zavétei ann dén-klan̄v, hag ann Aotrou a fréalzô anézhan̄: ha ma en deûz gréat péc’hejou, é vézin̄t distaolet d’ézhan̄.

16Kovésait hô péc’héjou ann eil d’égilé, ha pédit ann eil évid égilé évit ma viot salvet: râk péden stard eunn dén gwirion a hell kalz.

17Éliaz a ioa eunn dén reuzeûdik ével-d-omp; hôgen goudé m’en doé pédet évit na gouézché kéd a c’hlaô war ann douar, na gouézaz kéd a c’hlaô é-pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz.

18Hag hén̄ a bédaz adarré; hag ann én̄v a rôaz glaô, hag ann douar a zougaz hé frouez.

19Va breûdeûr, mar teû eur ré ac’hanoc’h da fazia diouc’h ar wirionez, ha mar béz distrôet gan̄d unan-bennâg;

20Gwézet pénaoz ann hini a zistrôiô eur péc’her eûz a fazi hé hen̄t, a virô hé éné diouc’h ar marô, hag a c’hôlôi kalz a béc’héjou. ————

← Lizher Sant Jakez 4Read In The App, Free →1 Peter 1 →

Study Lizher Sant Jakez 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345