Levr Yirmia 1:14
Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 41:25Mé eo, mé eo va-unan a zistol diwar-n-oud da fallagriézou enn abek d’in, ha n’em bézô mui a goun euz da béc’héjou.
Jeremiah 6:1En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
Jeremiah 10:22Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu mé a emwélô anézhô; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.
Jeremiah 31:8Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in: Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin; râk d’id eo gwîr ann digwéz; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
Jeremiah 50:9Goudé m’hô dôé kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon, é Réblata a zô é brô Émat, hag hén̄ a varnaz anézhan̄.
Ezekiel 1:4Ha mé a arvestaz, ha chétu eur gorven̄ten avel a zeûé eûz ann han̄ter-nôz; hag eur goabren vrâz hag eunn tân war hé zrô, hag eur skéd trô-war-drô: hag eûz hé greiz, da lavaroud eo eûz a greiz ann tân, é doaré goularz: