Levr Yirmia 6:1
En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Oud eur c’hrég kaer ha kizidik em eûz hévélébékéet merc’h Sion.
Cross References
Joshua 15:63Hôgen mipien Juda na helchon̄t két dispenna ar Jébuzéed péré a choumé é Jéruzalem; hag ar Jébuzéed a zô choumet é Jéruzalem gan̄t mipien Juda bétég-henn. ———— XVI. PENNAD. Lôden Éfraim.
Joshua 18:28Ha Séla, hag Élef, ha Jébus, péhini eo Jéruzalem, ha Gabaat, ha Kariat; pévarzek kéar hag hô bourcֺ’hiou. Houn-nez eo lôden bugalé Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou. ———— XIX. PENNAD. Lôden Siméon, Zabulon, Isakar, Aser, Neftali, Dan ha Jozué.
2 Samuel 14:2A gasaz da Dékua, évit kerc’hout di eur c’hrég fûr, da béhini é lavaraz: Grâ neûz da véza glac’haret, ha gwisk diḻad kaon̄, ha n’en em lard két gan̄d éôl, évit ma vézi ével eur c’hrég a zô glac’haret pell zô diwar-benn eunn dén marô:
Nehemiah 3:5Ha mipien Tékua a labouraz é-kichen ar ré-man̄; hôgen ar ré vrâz anézhô na fellaz két d’ézhô pléga hô gouzoug da labour hô Aotrou:
Jeremiah 1:14Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.
Jeremiah 4:19Va c’hôv, va c’hôv a zô leûn a c’hlac’har, va c’haloun a zô kéflusket enn-oun; na davinn két, râk va éné en deuz klévet son ar c’horn-boud ha garm ann emgann.