Levr Yirmia 6:22
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu é teû eur bobl eûz a zouar ann han̄ter-nôz; hag eur vrôad vrâz a zavô eûz a harzou ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 1:14Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.
Jeremiah 6:1En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
Jeremiah 13:20Nî a anavez, Aotrou, hor gwallou, ha fallagriézou hon tadou, ô véza ma hon eûz péc’het enn da énep.
Jeremiah 47:2Râk-sé chétu é teui deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da glévout trouz brézel war Rabbat da vugalé Ammon, hag hî a zeûi da eur bern mein, hag hé merc’hed a vézô dévet gan̄t ann tân, hag Israel a zeûi da vestr d’ar ré hô dôa hé vestroniet, émé ann Aotrou.