Keinvanoù 2:11
Va daoulagad a zô falléet gan̄d ann daérou, va bouzellou a zô bét reûstlet; kouézet eo va avu d’ann douar, pa em eûz gwélet disman̄tr merc’h va fobl, pa em eûz gwélet ar vugalé vihan hag ar ré oud ar vronn ô kouéza marô war al leuriou-kéar. LAMED.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 30:4Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé d’am laza ha da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h, spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hen ôber: Saül éta a géméraz hé glézé, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
Psalms 6:7Tévaléet eo va lagad gan̄d ar frouden; deûet ounn da véza kôz é-kreiz va holl énébourien.
Psalms 31:9Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma ounn glac’haret-brâz; va lagad, va éné ha va c’hôv a zô reûstlet gan̄d ar vuanégez;
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Jeremiah 8:19Râk klévet eo bét eur vouéz a geinvan eûz a Zion: Pénaoz omp-ni bét disman̄tret, ha mézékéet enn doaré-zé? O véza ma hon eûz dilézet hon douar, ô véza ma eo bét diskaret hon tiez.