Levr Yirmia 2:7
Hô lékéat em eûz da von̄t enn eunn douar strujuz-meûrbéd, évit ma tebrfac’h hé frouez, hag hé holl vadou; ha pa oc’h bét éat enn-han̄, hoc’h eûz saotret va douar? Ha gréat eûz va digouéz eul léac’h a argarzidigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 18:25Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.
Numbers 14:7Hag a lavaraz da holl strollad bugalé Israel: Ann douar a béhini hon eûz gréat ann drô a zô mâd-meûrbed.
Deuteronomy 6:10Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô; ha ma choumot héb aoun,
Deuteronomy 8:7Hôgen eûz ar ré a zaskir, ha né két faoutet hô c’harn, na dléit két da zibri, ével ar c’han̄val, hag ar c’hâd, hag ar c’hounikl: ar ré-zé a vézô dic’hlan d’é-hoc’h, râk pétrâ bennâg ma taskirion̄t, né két faoutet hô c’harn.
Deuteronomy 11:10Ha té a rai kémen̄d hô dévézô lavaret ar ré a zô da benn el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, ha kémen̄d hô dévézô desket d’id,