Levr Yirmia 21:10
Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 17:10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;
Leviticus 26:17Lakaad a rinn drouk da zével enn-oun (T) enn hoc’h énep, ha c’houi a vézô diskaret dirâg hoc’h énébourien; ha c’houi a blégô dindân ar ré hô kasai; tec’houd a réot, hép ma vé dén war hô lerc’h. (T).
Psalms 34:16Hôgen daoulagad ann Aotrou a zô trôet a-éneb ar ré a ra drouk, évit kolla ann évor anézhô diwar ann douar.
Jeremiah 26:6Bréma éta em eûz lékéat ann holl zouarou-zé étré daouarn Nabukodosor, roué Babilon, va zervicher; rôet em eûz ivé d’ézhan̄ loéned ar mésiou, évit ma vézin̄t dindân hé c’halloud.
Jeremiah 34:22Hôgen ar roué a oa azézet enn hé di goan̄v, enn naved mîz: hag eur glaouier leûn a dân a oa dira-z-han̄.