Leviegezh 26:17
Lakaad a rinn drouk da zével enn-oun (T) enn hoc’h énep, ha c’houi a vézô diskaret dirâg hoc’h énébourien; ha c’houi a blégô dindân ar ré hô kasai; tec’houd a réot, hép ma vé dén war hô lerc’h. (T).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Goudé-zé ma na zen̄tit két ouzin, é kreskinn seiz gwéach hô kastiz, enn abek d’hô péc’héjou;
Cross References
Leviticus 17:10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Judges 3:8Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn Chusan-Rasa-taim, roué Mézopotamia; hag é choumchon̄t eiz vloaz dindân hé véli.
Judges 6:2Hag hî a oé gwasket-brâz gan̄t-hô. Hag é toulchon̄t kéviou ha mougéviou er ménésiou, hag é savchon̄t léac’hiou kré évit en em zifenni.
1 Samuel 12:15Neûzé Samuel a zavaz hag a biñaz eûz a C’halgala da C’habaa Ben̄jamin. Hag ar ré all eûz ar bobl ô von̄t war-lerc’h Saül a-éneb ar ré a zeûé da stourmi out-hô, a biñaz ivé eûz a C’halgala da C’habaa, war gréc’hen Ben̄jamin. Ha Saül a nivéraz hé bobl, hag a gavaz gan̄t-han̄ wardrô c’houec’h kan̄t dén.