Levr Yirmia 23:10
Ha mé a gasô wâr-n-ézhô ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen; kén na vézin̄t dispennet diwar ann douar em bôa rôet d’ézhô, ha d’hô zadou. ———— XXV. PENNAD Dék vloaz ho tri-ugen̄t a sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 10:18Hag é oé kavet eûz a vipien ar véleien ho dôa kéméret gragez a-ziavéaz: eûz a vipien Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr, Maasia, hag Éliézer, ha Jarib, ha Godolia.
Isaiah 24:6Hag Aotrou ann arméou a aozô d’ann holl boblou war ar ménez-zé, eur banvez lard, eur banvez gwîn, a gîk leûn a zûn hag a vel, a wîn c’houék ha dilec’hid.
Jeremiah 5:8Deûet in̄t ével kézek a réd hag a c’houirin war lerc’h ar chézékenned; pép-hini a réd war-lerc’h grég hé nésa.
Jeremiah 7:9Ar ré fûr a zô karget a vez; spoun̄tet ha paket in̄t; râg gér ann Aotrou hô deûz distolet, ha n’eûz furnez é-béd enn-hô.
Jeremiah 9:10Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz; hé vuanégez a laka ann douar da gréna; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.
Jeremiah 12:4Kémer ar gouriz éc’h eûz prénet, hag a zô war da zargreiz; saô ha kéa étrézég ann Eufratez ha kûz-hén̄ énô é toull eur méan.