Levr Yirmia 23:9
Ha mé hô rôiô d’ann heskin ha d’ann en̄krez é holl rouan̄télésiou ann douar, da zismégan̄s, da zorc’hen, da lavar-trôet, ha da valloz enn holl lec’hiou é péré em bézô hô distolet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 6:5Neuzé é liviriz: Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.
Isaiah 29:9Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem. ———— XXXII. PENNAD. Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.
Jeremiah 5:31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.
Jeremiah 14:17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Jeremiah 36:16Hôgen ar roué Sédésias a douaz é-kûz da Jérémias, ô lavarout: Ével ma eo béô ann Aotrou, en deûz gréat eunn éné enn-omp, é touann pénaoz n’az lazinn két, ha na rôinn két ac’hanod étré daouarn ann dûd-zé péré a glask da vuez.