Levr Yirmia 23
1Ann Aotrou a ziskouézaz d’in; ha chétu diou gést leûn a fiez lékéat dirâk templ ann Aotrou, goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, mâb Joakim, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ar van̄sounérien, hag ar gôfed, eûz a Jéruzalem, hag hô c’haset da Vabilon.
2Enn unan eûz ar c’héstou éz oa fiez eûz ar ré wella, ével ma en em gav peûr-vuia ar fiez eûz ar préd-ken̄ta; hag er gést all éz oa fiez gwall fall, ha na helled két hô dibri, ker fall é oan̄t.
3Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Fiez; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.
4Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout:
5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
6Ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô gan̄d habaskded, hag hô digasô adarré er vrô-man̄; ha mé hô zavô, ha n’hô dispenninn két; ha mé hô flan̄tô, ha n’hô diskolpinn két.
7Ha mé a rôiô d’ézhô eur galoun, évit ma anavézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou; hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô; ô véza ma tistrôin̄t étrézég enn-oun a greiz hô c’haloun.
8Hag ével ar fiez fall, ha na helleur két hô dibri, ker fall in̄t, ével-sé, émé ann Aotrou, é rôinn Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ann dilerc’h eûz a Jéruzalem, péré a oa er géar-man̄, hag a choumô e douar ann Éjipt.
9Ha mé hô rôiô d’ann heskin ha d’ann en̄krez é holl rouan̄télésiou ann douar, da zismégan̄s, da zorc’hen, da lavar-trôet, ha da valloz enn holl lec’hiou é péré em bézô hô distolet.
10Ha mé a gasô wâr-n-ézhô ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen; kén na vézin̄t dispennet diwar ann douar em bôa rôet d’ézhô, ha d’hô zadou. ———— XXV. PENNAD Dék vloaz ho tri-ugen̄t a sklavérez.