Levr Yirmia 23:6
Ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô gan̄d habaskded, hag hô digasô adarré er vrô-man̄; ha mé hô zavô, ha n’hô dispenninn két; ha mé hô flan̄tô, ha n’hô diskolpinn két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 45:5Da zaésiou a zô lémm, ar boblou a gouézô dindan-od; san̄ka a rain̄t é kaloun énébourien ar roué.
Isaiah 2:4Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou: eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Isaiah 32:1Tôstait, brôadou, ha sélaouit; ha c’houi poblou, likid-évez; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.
Isaiah 33:5Neûzé é vézô digoret daoulagad ar ré zall, ha diskouarn ar ré vouzar a glevô.