Levr Yirmia 3:9
Hag hî é deuz saotret ann douar gan̄d ann diroll euz hé louzdoni; hag éo bét en em wallet gan̄d ar méan ha gan̄d ar c’hoat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 57:6Hô lien na rai két a ziḻad d’ézhô; n’en em c’hôlôin̄t két gan̄d hô labour; râk didalvez eo hô ôberiou, hag eul labour a fallagriez eo labour hô daouarn.
Jeremiah 2:27Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat: Va zâd oud; ha d’ar méan: Va ganet éc’h eûz: trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t: Saô, ha dieub ac’hanomp.
Jeremiah 10:8Ha n’ho deuz két sélaouet, ha n’hô deuz két dinaouet hô skouarn; hôgen pép-hini anézhô en deûz kerzet é gwallégez hé galoun saotr; hag em eûz digaset war-n-ézhô holl c’hériou ar gévrédigez-man̄, em eûz gourc’hémennet d’ézhô ma rajen̄t, ha n’hô deuz két gréat.
Ezekiel 23:10Hî eo hô deûz dizôlôet hé mézégez, hô deûz kéméret hé mipien hag hé merc’hed, hag hô deûz hé lazet hé-unan gan̄d ar c’hlézé: hag hî a zô bét brudet é-touez ar c’hragez, ô véza ma hô deûz gréat barn war-n-ézhi.
Joel 1:19Étrézég enn-od, Aotrou, é c’harminn: râg ann tân en deûz loun̄ket holl draou kaer ann distrô, ar flamm en deûz dévet holl wéz ar parkou.