Levr Yirmia 3:14
Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, émé ann Aotrou; râk mé a zô ho kwâz; hag é tigémérinn ac’hanoc’h, pried eûz ar géar, ha daou eûz ann tiégez; hag hô likiinn da von̄t é Sion.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 1:9Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret d’é-omp tûd eûz hor gwenn, é vijemb bét ével Sodom, é vijemp deûet da véza hén̄vel out Gomorra.
Isaiah 17:6Ar péz a choumô anézhan̄ a vézô ével eur bôd rézin enn eur winien, hag ével pa gutulieur ann olived, é choum daou pé drî é penn eur skourr, pé pévar pé bemp é penn ar wézen, émé ann Aotrou, Doué Israel.
Isaiah 27:12Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna; hag é vézô lavaret dézhan̄: Lenn; hag hén̄ a lavarô: Na ouzonn két lenna.
Isaiah 54:5É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.
Jeremiah 2:2Kéa, ha garm é diskouarn Jéruzalem, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Koun em eûz bét ac’hanod, truez em eûz bét oud da iaouan̄ktiz, hag oud ar garan̄tez am bôé évid-od p’az kémériz da c’hrég, pa zeûjoud war va lerc’h enn distrô, enn eunn douar ha na oa két bét hadet.