Levr Yirmia 30:10
Brôadou, sélaouit gér ann Aotrou, hag embannit-hen̄ enn énézi ar ré bella, ha livirit: Ann hini en deûz skiñet Israel, a strollô anézhan̄: hag hén̄ a ziwallô anézhan̄ ével ma tiwall eur méser hé zén̄ved.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 41:10C’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha va zervicher em eûz dilennet; évit ma wiot, ha ma krédot, ha ma poellot pénaoz eo mé va-unan a zô: em raok n’eûz két bét doaréet a zoué, ha na vézô két war va lerc’h.
Isaiah 43:5Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd: n’eûz kén Doué néméd-oun; da c’hourizet em eûz, ha n’éc’h eûz két va anavézet,
Isaiah 46:11Enn abek d’in, enn abek d’in her grinn, évit na vézô két drouk-prézeget ouz-in; ha na rôinn két va gloar da eunn all.
Isaiah 49:12Mé, mé va-unan eo a zizoaniô ac’hanoc’h: piou oud-dé évit m’az pé aoun rag eunn dén marvuz, râk mab ann dén a zizéc’hô ével ar géot?
Isaiah 54:4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien: D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,