Levr Yirmia 31:14
Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Kémér al levriou-zé, al levr a brén-zé a zô siellet, hag al levr-zé péhini a zô digor; ha laka-hi enn eul lestr prî, évit ma hellin̄t choum meûr a zeiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hag é c’hourc’hémenniz da Varuc’h dira-z-hô, ô lavarout:
Cross References
Nehemiah 10:39Râk bugalé Israel ha mipien Lévi a gasô da dî ann ten̄zor ken̄ta frouez ann éd, ar gwîn, hag ann éôl; hag énô é vézô listri sakr, ha béleien, ha kanerien, ha porsierien, ha servicherien; ha na zilézimp két tî hon Doué. ———— XI. PENNAD. Eûz ar ré a choum é Jérusalem hag é keriou Juda.
Psalms 36:8Gwalc’het é vézin̄t gan̄t founder da dî; hag é rôi da éva d’ézhô eûz a froud da zudi.
Psalms 63:5Ra vézô leûn va éné ével a lard hag a zruzoni; ha va génou, ha va muzéllou az meûlô gan̄t lévénez.
Psalms 65:4Gwenvidig eo ann hini éc’h eûz dilennet ha digéméret; choum a rai enn va leûrennou. Karget é vézimp gan̄t madou da dî; san̄tel eo da dempl;
Psalms 107:9Râg gwalc’het en deûz ann éné a oa goullô; ha leûniet en deûz a vadou ann éné en dôa naoun.