Levr Yirmia 31
1Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias digan̄d ann Aotrou, enn dékved bloaz eûz a Zédésias, péhini a oa ann triouec’hved bloaz eûz a Nabukodonosor.
2Neuzé armé roué Babilon a c’hrounné Jéruzalem, ha Jérémias ar profed a oa serret é porched ar vâc’h a ioa é tî roué Juda.
3Râk Sédésias, roué Juda, en dôa lékéat hé zerra énô, ô lavarout: Pérâg é tiouganez, ô lavarout: Ével henn e lavar ann Aotrou: Chétu mé a rôiô ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon: hag hén̄ hé c’hémérô.
4Ha Sédésias, roué Juda, na dec’hô két diouc’h dourn ar C’haldéed; hôgen rôet é vézô étré daouarn roué Babilon; hag hé c’hénou a gomzô oud hé c’hénou, hag hé zaoulagad a wélô hé zaoulagad:
5Hag hén̄ a gasô Sédésias da Vabilon; hag hé-man̄ a vézô énô kén na emwélinn anézhan̄, émé ann Aotrou; hôgen ha pa stourmfac’h oud ar C’haldéed, na zeûiô nétrâ a vâd d’é-hoc’h.
6Ha Jérémias a lavaraz: Gér ann Aotrou a zô deûet étrézég enn-oun, ô lavarout:
7Chétu Hanaméel, mâb Sellum da éon̄tr, a zeû étrézég enn-od, ô lavarout: Prén évid-od va fark a zô é Anatot; râk d’id eo ar gwîr d’hé brena ével ar c’har nésa.
8Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in: Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin; râk d’id eo gwîr ann digwéz; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
9Ha mé a brénaz digan̄d Hanaméel, mâb va éon̄tr, ar park a ioa é Anatot; hag é rôiz d’ézhan̄ ann arc’han̄t diouch ar poéz, seiz sikl, ha dék péz arc’han̄t.
10Ha mé a skrivaz enn eul levr, hag hé ziellaz, hag a géméraz testou; hag é poéziz ann arc’han̄t enn eur valan̄s.
11Hag é kémériz al levr a brén, hag hén̄ siellet gan̄d ar reizou hag ann aotréou, hag ar siellou a-ziavéaz.
12Hag é rôiz al levr a brén da Varuc’h, mâb Néri, mâb Maasias, dirâg Hanaméel, mâb va éon̄tr, dirâg ann testou, a oa skrivet hô hanô el levr a brén, ha dirâg ann holl Iuzévien a oa azézet é porched ar vâc’h.
13Hag é c’hourc’hémenniz da Varuc’h dira-z-hô, ô lavarout:
14Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Kémér al levriou-zé, al levr a brén-zé a zô siellet, hag al levr-zé péhini a zô digor; ha laka-hi enn eul lestr prî, évit ma hellin̄t choum meûr a zeiz.
15Râg ével-benn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Perc’hennet é vézô c’hoaz tiez, ha parkou, ha gwiniennou enn douar-man̄.
16Ha goudé m’am bôé rôet al levr a brén da Varuc’h, mab Néri, é pédiz ann Aotrou, ô lavarout:
17Allas, allas, allas, Aotrou Doué; chétu té éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar gan̄d da c’halloud brâz, ha gan̄d da vréac’h astennet: n’eûz nétrâ diez d’id:
18Té a râ trugarez é-kén̄ver meur a vîl, hag a zistol fallagriez ann tadou é askré ho bugalé hô goudé. Té a zô kré, brâz ha galloudek: Aotrou ann arméou eo da hanô.
19Brâz oûd enn da guzul, ha diboelluz enn da vénoz; da zaoulagad a zô digor war holl hen̄chou bugalé Adam, évit rei da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouez hé vénosiou.
20Té éc’h eûz lékéat arouésiou ha burzudou é douar ann Éjipt bété vréma, hag enn Israel, hag é-touez ann dûd, hag éc’h eûz gréad d’id eunn hanô, ével ma eo hiriô.
21Té éc’h eûz tennet da bobl Israel eûz a zouar ann Éjipt, gan̄d arouésiou, ha gan̄t burzudou, ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet ha gan̄d eur spoun̄t brâz.
22Té éc’h eûz rôet d’ézhô ann douar-man̄, ével m’az pôa touet d’hô zadou é rôjez d’ézhô eunn douar é péhini é redfé al léaz hag ar mél.
23Hag hî a zô éat ébarz, hag hô deûz hé biaouet; hôgen n’hô deûz két sen̄tet oud da vouéz, ha n’hô deûz két baléet enn da lézen; n’hô deûz két gréat kémen̄d ez pôa gourc’hémennet d’ézhô da ôber; hag ann holl zrougou-zé a zô digwézet gan̄t-hô.
24Chétu eo bét savet kréou a-éneb ar géar évid hé c’hémérout; hag ar géar a zô bét rôet étré daouarn ar C’haldéed a stourm out-hi, gan̄d ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag ar vosen; ha kémen̄d éc’h eûz lavaret a zô bét c’hoarvézet, ével ma her gwélez da-unan.
25Ha té a lavar d’in, ô Aotrou Doué: Prén eur park gan̄d arc’han̄t ha kémer testou; pétrâ-bennâg ma eo rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed.
26Neûzé é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout:
27Chétu mé eo ann Aotrou, Doué ann holl gîk; ha nétrâ n’eo diez din?
28Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed, hag étré daouarn roué Babilon, hag hî hé c’hémérô.
29Hag ar C’haldéed a zeûi, hag a stourmô oud ar géar-man̄; hag hî a lakai ann tân enn-hi, hag hé loskô, kerkoulz hag ann tiez war lein péré é réad sakrifisou da Vaal, ha boéd-kennigou da zouéed a-ziavéaz évit va héga.
30Râk bugalé Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat ann drouk dira-z-oun adaleg hô iaouan̄ktiz; bugalé Israel péré bété vréma n’hô deûz éhanet da héga ac’hanoun gan̄d ôberiou hô daouarn, émé ann Aotrou.
31Râg ar géar-zé é deûz lékéat da zével va frouden ha va buanégez, abaoé ann deiz é péhini hô deûz hé savet, bétég ann deiz-zé é péhini é tispenninn anézhi a zira-z-oun,
32Enn abek da zrougiez Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat évit va héga, hî hag hô rouéed, hag hô frin̄sed, hag hô béléien, hag hô proféded, ha tûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.
33Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.
34Lékéat hô deûz hô idolou enn tî é péhini é c’halveur va hanô évid hé zaotra.
35Savet hô deûz da Vaal lec’hiou uc’hel, péré a zô é traon̄ien Ennom, évit kenniga hô mipien hag hô mérc’hed da Voloc’h; pétrâ bennâg n’em eûz két hé c’hourc’hémennet d’ézhô, ha n’eo két deûet em c’haloun é rajen̄t ar fallagriez-zé, hag é tougchen̄t Juda d’ar péc’hed.
36Ha bréma goudé kémen̄t-sé, chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel, diwar-benn ar géar-zé, péhini a livirit a vézô rôet étré daouarn roué Babilon, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.
37Chétu mé a strollô anézhô eûz ann holl vrôiou é péré em eûz hô c’haset em frouden, em buanégez hag em drouk brâz; ha mé hô digasô adarré d’al léac’h-man̄, hag hô lakai da choum enn-han̄ gan̄t pép fisian̄s.
38Hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.
39Ha mé a rôiô d’ézhô eunn hévélep kaloun, hag eunn hévéleb hen̄t, évit ma toujin̄t ac’hanoun enn holl zeisiou, ha ma teûi vâd d’ézhô, ha d’hô bûgalé war hô lerc’h.
40Eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô, ha na éhaninn két da ôber vâd d’ézhô: ha mé a lakai va doujan̄s enn hô c’haloun, évit na bellain̄t két diouz-in.
41Ha mé en em laouénai enn-hô, p’am bézô gréat vâd d’ézhô: hag é likiinn anézhô enn douar-man̄ é gwirionez a greiz va c’haloun, hag a greiz va éné. 42 Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Ével ma em eûz digaset ann holl zrouk brâz-zé war ar bobl-man̄, ével-sé é tigasinn war-n-ézhô ann holl vadou a ziouganann d’ézhô.
43Hag hi hô dévézô parkou enn douar-man̄; pétrâ-bennâg ma livirit-c’houi eo deûet ével eunn distrô, ô véza n’eûz choumet enn-han̄ na dén, na loen, ha ma eo bét lékéat étré daouarn ar C’haldéed.
44Parkou a vézô prénet gan̄d arc’han̄t, hag a vézô skrivet el levr, hag a vézô siellet dirâk testou, é douar Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, é kériou Juda, é kériou ar ménésiou, é kériou ar c’hompézennou, hag é kériou ar c’hrésteiz; ô véza ma hô likiinn da zistrei eûz hô sklavérez, émé ann Aotrou. ———— XXXIII. PENNAD Kellid névez eûz a wenn David.