Levr Yirmia 31:19
Brâz oûd enn da guzul, ha diboelluz enn da vénoz; da zaoulagad a zô digor war holl hen̄chou bugalé Adam, évit rei da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouez hé vénosiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,
Job 20:11Hé eskern a vézô leûn eûz a zireisiou hé iaouan̄ktiz, hag a c’hourvézô gan̄t-han̄ er poultr.
Isaiah 54:4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien: D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,
Jeremiah 22:21Na gasenn két ar broféded-zé, hag hî a rédé; na gomzenn két out-hô, hag hî a ziougané.
Ezekiel 6:9Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.