Levr Yirmia 31:23
Hag hî a zô éat ébarz, hag hô deûz hé biaouet; hôgen n’hô deûz két sen̄tet oud da vouéz, ha n’hô deûz két baléet enn da lézen; n’hô deûz két gréat kémen̄d ez pôa gourc’hémennet d’ézhô da ôber; hag ann holl zrougou-zé a zô digwézet gan̄t-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 28:9Dieûb da bobl, Aotrou, ha bennig da zigwéz; ha rén anézhô, ha sav anézhô da-vikenn. ———— XXVIII. PSALM. Évit peûr-ôbéridigez ann Tabernakl, Psalm David.
Psalms 87:1Hé diazézou a zô war ar ménésiou san̄tel:
Psalms 128:5Va éné en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou.
Psalms 134:3Poellet éc’h eûz a bell va ménosiou; va raven̄t ha va c’hordennad éc’h eûz c’houiliet.
Isaiah 1:26Hag é likiinn a-névez da varnerien ével ma in̄t bét ken̄t, ha da guzulierien ével ma oan̄t gwéchall: goudé-zé é vézi hanvet kéar ann dén reiz, bourc’h ann dén léal.
Isaiah 32:16Klaskit gan̄d évez é levr ann Aotrou, ha lennit; na fallô hini eûz ar ré-man̄, na choumô két unan héb en em gavout; râg ar péz a zô deûet er-méaz euz va génou a zô bét gourc’hémennet gan̄t-han̄, hag hé spéred eo en deûz hô strollet.