Levr Yirmia 31:22
Té éc’h eûz rôet d’ézhô ann douar-man̄, ével m’az pôa touet d’hô zadou é rôjez d’ézhô eunn douar é péhini é redfé al léaz hag ar mél.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 7:14Râk-sé ann Aotrou hé unan a rôi eunn arouéz d’é-hoc’h. Chétu é en̄géhen̄tô eur werc’hez, hag é c’hanô eur mâb, a vézô hanvet Emmanuel.
Jeremiah 2:23Pénaoz é lévérez: N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.
Jeremiah 3:1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Jeremiah 3:6Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias: Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.
Jeremiah 3:11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Israel ann dispac’hérez, é deûz didamallet hé éné, é-skoaz Juda ar c’hanazez.