Levr Yirmia 39:16
Johanan, mab Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-hañ, a géméraz éta ann dilerc’h eûz ar bobl, en dôa kaset gan̄t-han̄ Ismahel, mâb Natanias, eûz a Vasfat, goudé m’en dôa lazet Godolias, mâb Ahikam; ar vrézélidi tûd kalounek, hag ar gragez, hag ar vugalé, hag ar spazéien, en dôa digaset eûz a C’habaon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 92:11Va lagad a zellô gan̄t faé out va énébourien; ha va skouarn a glevô héb aoun ar ré fallagr a zavô em enep.
Jeremiah 19:11Hôgen ann Aotrou a zô gan-én̄ ével eur brézéliad kré; rak-sé ar ré a heskin ac’hanoun a gouézô; ha na vézint két tréach d’in. Mézékéet-brâz é vézin̄t, ô véza n’hô deûz két poellet ar vézégez peûr-baduz, ha n’az ai bikenn da-nétra.
Jeremiah 21:10Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.
Jeremiah 26:15O véza n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou; hag hî a ziougan em hanô é gaou; évid hô tisteûrel, hag hô kas-da-gét, c’houi, hag ar broféded a ziougan d’é-hoc’h.
Jeremiah 26:20Péré n’in̄t két bét kaset gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, pa zizougaz Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, eûz a Jéruzalem da Vabilon, hag ar ré-gen̄ta holl eûz a Juda hag eûz a Jéruzalem.