Levr Yirmia 39
1C’hoarvézoud a réaz er seizved mîz, pénaoz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama, eûz a wenn ar roué, ha gan̄t-han̄ prin̄sed eûz a léz ar roué, ha dék dén all, a zeûaz étrézé Godolias, mâb Ahikam, da Vasfat, hag a zébraz énô bara kévret é Masfat.
2Hag Ismahel, mâb Natanias, a zavaz, hag ann dék dén a ioa gan̄t-han̄; hag é skôjon̄t gan̄t Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, gan̄d ar c’hlézé; hag hî a lazaz ann hini a oa bét lékéat da benn war ar vrô gan̄t roué Babilon.
3Ismahel a lazaz ivé ann holl Iuzévien a oa gan̄t Godolias é Masfat, hag ar C’haldéed en em gavaz énô, hag ar vrézélidi.
4Hôgen enn eil zeiz goudé ma oé lazet Godolias, pa na wie c’hoaz dén,
5É teûaz tûd eûz a Zichem, eûz a Zilo, hag eûz a Zamaria, hag hî pévar-ugen̄d dén, touzet hô barô, roget hô diḻad, hag hî skejet hô dremm; hag hî hô dôa enn hô daouarn rôou, hag ézan̄s, évid hô c’henniga é tî ann Aotrou.
6Ismahel, mâb Natanias, a iéaz er-méaz eûz a Vasfat évid ho diambrouga; hag hén̄ a iéa enn eur wéla; ha pa en em gavaz gan̄t-hô, é lavaraz d’ézhô: Deûit étrézé Godolias, mâb Ahikam.
7Ha pa oen̄d deûet da greiz kéar, Ismahel, mâb Natanias, hag ann dûd a oa gan̄t-han̄, hô lazaz, hag hô zaolaz é-kreiz eur poull.
8Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel: Na lâz két ac’hanomp; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.
9Ar poull é péhini é taolaz Ismahel korfou-marô ar ré holl en dôa lazet enn abek da C’hodolias, eo ann hini en dôa gréat ar roué Asa enn abek da Vaasa, roué Israel; hen-nez eo a leûniaz Ismahel, mâb Natania, gan̄d ar ré én dôa lazet.
10Hag Ismahel a gasaz é sklavérez ar ré eûz ar bobl a choumé é Masfat; merc’hed ar roué, hag ann holl bobl a oa choumet é Masfat, péré a oa bét erbédet gan̄t Nabûzardan, penn ann armé, da C’hodolias, mâb Ahibam; hag Ismahel, mâb Natanias, hô c’héméraz, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézé bugalé Ammon.
11Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ann armé a oa gan̄t-han̄ a glévaz ann holl zroug en dôa gréat Ismahel, mâb Natanias.
12Hag ô véza kéméret gan̄t-hô ann holl dûd-a-vrézel, éz éjon̄t évit stourmi oud Ismahel, mâb Natanias; hag hî a gavaz anézhan é-harz ann douréier brâz a zô é Gabaon.
13Pa wélaz ann holl bobl a oa gan̄d Ismahel, Johanan hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-han̄, en em laouénéchon̄t.
14Hag ann holl bobl en dôa kaset Ismahel eûz a Vaafat, a zistrôaz, hag a iéaz da gavout Johanan, mab Karée.
15Hôgen Ismahel, mâb Natanias, a déc’haz gan̄t dék dén a zirâk Johanan, hag en em dennaz étrézé bugalé Ammon.
16Johanan, mab Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-hañ, a géméraz éta ann dilerc’h eûz ar bobl, en dôa kaset gan̄t-han̄ Ismahel, mâb Natanias, eûz a Vasfat, goudé m’en dôa lazet Godolias, mâb Ahikam; ar vrézélidi tûd kalounek, hag ar gragez, hag ar vugalé, hag ar spazéien, en dôa digaset eûz a C’habaon.
17Hag hî a iéaz, hag a arzaôaz eunn nébeûd é C’hamaam, a zô tôst da Vétléhem, abarz ma en em lakajen̄t enn hen̄t évid mon̄d enn Éjipt,
18Ha tec’houd diouc’h ar C’haldéed; râg hî hô dôa aoun ra-z-hô, ô véza m’én dôa Ismahel, mâb Natanias, lazet Godolias, mâb Abikam, da béhini en dôa roué Babilon rôet ar galloud war vrô Juda. ———— XLII. PENNAD Ar Iuzévien a béd Jérémias da c’houlenn ali digan̄d ann Aotrou.