Levr Hoshea 8:1
Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Al leûr hag ar waskel na vagô két anézhô, hag ar gwîn a douello anézhô.
Cross References
Isaiah 24:5Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi: lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.
Jeremiah 4:5Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar; garmit kaer, ha livirit: En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.
Jeremiah 6:1En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem; sonit ar c’horn-boud é Tékua; ha savit ar bannier war Vétakara; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.
Jeremiah 48:40Ével ma en deûz ann Aotrou diskaret Sodom ha Gomorra, hag ar c’hériou war hô zrô, émé ann Aotrou; na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.
Ezekiel 7:14Sonit gan̄d ar c’horn-boud, r’en em aozô ann holl, hôgen n’az ai hini d’ann emgann: râk va buanégez a zô savet war ar bobl holl.