Levr Yirmia 4:8
Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 78:49E kasaz enn hô énep frouden hé vuanégez, hé érez, ha kalz en̄krézou a zeûaz war-n-ézhô dré zourn ar gwall éled.
Isaiah 9:12Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Isaiah 9:21Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn. ———— X. PENNAD. Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.
Isaiah 13:6Iudit, râk tôst eo deiz ann Aotrou; ar gwastadur a zeûi a berz ann Aotrou.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 6:26Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.