Levr Yirmia 40:3
Évit ma rôiô da anaout d’é-omp ann Aotrou, da Zoué, ann hen̄t dré béhini é tléomp kerzout, hag ar péz a dléomp da ôber.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:33Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp; râg ar wirionez ec’h eûz gréat; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.
Jeremiah 22:8Hôgen: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet ha digaset gwenn tî Israel eûz a zouar ann han̄ter-noz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô distolet; hag hî a choumô enn hô brô hô-unan.
Jeremiah 50:7Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô); hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.
Daniel 9:11Hag Israel holl en deûz torret da lézen, hag hî hô deûz trôet hô fenn gan̄d aoun na glevchen̄t da vouéz; hag ar valloz, hag ann argarzidigez a zô skrivet é levr Moizez servicher Doué a zô kouézet war-n-omp, ô véza ma hon eûz péc’het enn hé énep.
Romans 3:19Hôgen nî a oar pénaoz holl c’heriou al lézen a véz lavaret d’ar ré a zô dindân al lézen; évit ma vézô serret pép génou, ha ma vézô ar béd holl dindân barn Doué;