Levr Yirmia 40:5
Hag hî a lavaraz da Jérémias: Ra vézô tést ann Aotrou étré-z-omp eûz hor gwirionez hag eûz hol léalded, ma na réomp két kémen̄d en dévézô ann Aotrou, da Zoué, gourc’hémennet d’id da lavaroud d’é-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 7:6Esdras éta a biñaz da Vabilon: skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.
Nehemiah 1:11Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé: râk mé a oa kôper ar roué. ———— II. PENNAD. Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.
Job 22:29Râg ann hini a vézô bét vuéléet, a vézô er c’hloar; hag ann hini a zellô a-îz, a vézô salvet.
Proverbs 21:1Ével dour réd éma kaloun ar roué é dourn ann Aotrou: el léac’h ma kâr é trô anézhan̄.