Levr Yirmia 48:2
Embannit é-touez ar brôadou, ha rôit da glevout; savid ann arouéz, diouganit, ha na guzit két; livirit: Kéméret eo bét Babilon, mézékéet eo hô skeûdennou, trec’het eo hô idolou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Gér a lavaraz ann Aotrou diwar-benn Babilon, ha diwar-benn brô ar C’haldéed, dré Jérémias ar profed.
Cross References
Numbers 21:26Rak kéar Hésébon a oa da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a oa en em gannet out roué Moab, hag en dôa kéméret ann holl zouar a oa enn hé gerz, bétég Arnon.
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Isaiah 15:1Béac’h Moab. O véza ma eo bét diskaret Ar-Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet, ô véza ma eo bét diskaret môr Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet.
Isaiah 16:8Râk faboursiou Hesébon a zô didûd, hag aotrounez ar brôadou hô deûz gwastet gwinien Sabama; hé skourrou a zô en em astennet bété Jazer; kildrôet hô deuz enn distrô; hag ar ré eûz hé greskou a zô choumet hô deûz treûzet ar môr.
Isaiah 25:10Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.
Jeremiah 25:17Lôd eûz a hénaoured ar vrô a zavaz, hag a gomzaz out strollad ar bobl, ô lavarout: