Levr Yirmia 48:33
Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Bugalé Israel ha bugalé Juda a c’houzan̄v ann drouk-komz kévret; kémen̄t hini en deûz hô c’héméret, a zalc’h anézhô, ha na fell két d’ézhan̄ hô leuskel da von̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 5:10Râg eur c’héfer gwini na rôi néméd eul léstradig gwin, ha trégon̄t boézellad hâd na roin̄t némét trî boézellad.
Isaiah 9:3Paottet éc’h eûz ar vrôad, ha n’éc’h eûz két kresket al lévénez. En em laouénaad a rain̄t dira-z-od ével ma en em laouénéeur er médérez, ével ma trideur goudé ann tréac’h, pa ranneur ann dibourc’hou.
Isaiah 24:7Hag hén̄ a dorrô war ar ménez-zé ar chaden a éréé ann holl boblou, hag al lien a oa bét steûet enn-drô d’ann holl vrôadou.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.
Joel 1:12Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez: dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.
Haggai 2:16Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-zé ha ken̄t, abarz ma oé lékéat méan war véan é templ ann Aotrou.