Levr Yoel 1:12
Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez: dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:23Hag éz éjon̄t war-zû ar c’hrésteiz, hag é teûjon̄t da Hébron, é pé-léac’h édô Akiman, ha Sisai, ha Tolmai, mipien Énak; rag Hébron a zô bét savet seiz vloaz abarz Taniz, kéar eûz ann Éjipt. 21 Hag ô véza éat béteg ar froud hanvet Bôd-rezin, é trouc’hchon̄t eur skourr gwini gan̄d hé vôd-rezin a oé douget gan̄t daou zen war eur varren. Kémérout a réjont ivé avalou-grénadez ha fiez eûz al léac’h-zé,
Psalms 92:12Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.
Isaiah 9:3Paottet éc’h eûz ar vrôad, ha n’éc’h eûz két kresket al lévénez. En em laouénaad a rain̄t dira-z-od ével ma en em laouénéeur er médérez, ével ma trideur goudé ann tréac’h, pa ranneur ann dibourc’hou.
Isaiah 24:11Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.
Jeremiah 48:33Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Bugalé Israel ha bugalé Juda a c’houzan̄v ann drouk-komz kévret; kémen̄t hini en deûz hô c’héméret, a zalc’h anézhô, ha na fell két d’ézhan̄ hô leuskel da von̄t.