Levr Yirmia 3:19
Hôgen mé em eûz lavaret: Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou? Hag em eûz lavaret: Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 14:1P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.
Proverbs 3:35Ar c’hloar a vézô perz ar ré fûr: hag ann dismégan̄s eo lôd ar ré ziboell. ———— IV. PENNAD. Eûr-vâd ar ré reiz. Gwall-eûr ar ré zrouk.
Isaiah 64:8Piou en deûz biskoaz klévet eunn hévélep trâ? Piou en deûz gwélet eunn dra hén̄vel oud ann dra-man̄? Ann douar hag hén̄ a rô hé frouez enn eunn deiz? Pé eur bobl holl hag hén̄ a vézô ganet war-eunn-taol, ô véza ma é deûz gwilioudet Sion, ha ma é deûz ganet hé bugalé?
Jeremiah 5:7Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.
Jeremiah 31:9Ha mé a brénaz digan̄d Hanaméel, mâb va éon̄tr, ar park a ioa é Anatot; hag é rôiz d’ézhan̄ ann arc’han̄t diouch ar poéz, seiz sikl, ha dék péz arc’han̄t.