Levr Yirmia 50:4
Hôgen enn naved bloaz eûz hé rén, enn dékved mîz, enn dékvez deiz eûz ar mîz, chétu pétrâ a c’hoarvézaz: Nabukodonosor, roué Babilon, hén̄ hag hé holl armé, a zeûaz a-énep Jéruzalem; hag hî a c’hrounnaz anézhi, hag a zavaz kestel war hé zrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag ar géar a oé grounnet bétég ann unnékved bloaz eûz a rén Sédésias.
Cross References
Ezra 3:12Hôgen kalz eûz ar véleien hag eûz al Lévited, eûz a bennou ann tiadou, hag eûz ann hénaoured, péré hô dôa gwélet ann templ ken̄ta, hag a wélé hé-man̄ enn hé ziazez, a lén̄vé gan̄d eur vouéz gré: ha kalz ré all a c’harmé gan̄t lévénez, ô sével hô mouéz.
Psalms 126:4Ével-sé eo é vézô benniget ann dén a zouj ann Aotrou.
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Isaiah 55:6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?
Jeremiah 3:16Ha pa viot paottet, ha pa viot kresket war ann douar enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, na livirin̄t mui: Chétu arc’h kévrédigez ann Aotrou; na zistrôi mui er spered, n’hô dévézo mui a goun anézhi; na vézô két emwélet; ha na vézô két gréat mui.
Jeremiah 29:12Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Da zrouk ne helleur ket gwellaat d’ézhan̄ (T); da c’houli a zô gwall-fall.