Levr Yirmia 8:22
Komz. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Korfou-marô ann dûd a gouézô ével teil war-c’horré ann douar, hag ével ma kouéz ann drammou éd war-lerc’h ar védérien, hép ma tastum dén anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:1Hôgen mipien Ruben ha ré Gad hô dôa kalz a loéned, ha dreist-holl eul lôd brâz a gézek; pa wélchon̄t éta douarou Jazer ha Galaad péré a oa mâd évit maga loéned,
Isaiah 1:6Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
Jeremiah 9:11Ével-henn éta é léverrot: Ann douéed péré n’hô deûz két gréat ann én̄vou hag ann douar, ra vézon̄t dispennet diwar ann douar, hag eûz a zindân ann én̄vou.
Jeremiah 30:12Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.
Jeremiah 46:11Strujuz eo bét Moab adaleg hé iaouan̄ktiz, hag eo bét arzaôet war hé lec’hid; né ket bét dinaouet eûz a eul léstr enn eul léstr all, ha né két bét dizouget er-méaz: rak-sé eo choumet hé vlâz gan̄t-han̄, ha ne két bét névézet hé c’houés.