Levr Job 31:34
Ma ounn bét spoun̄tet gan̄d ar strollad brâz a dûd, ma em eûz krénet dirâk dispriz va c’héren̄t-nés; ha ma n’ounn két tavet hép mon̄d er-méaz eûz ann ôr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
33Ma em eûz kuzet va féc’hed ével eunn dén, ha ma em eûz kuzet em c’hreiz va fallagriez:
Cross References
Nehemiah 5:7Ober a riz va sonj gan-en (T), hag é ten̄siz ar ré vrâz hag ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô: Ha c’houi a gémer kampi digan̄d hô preûdeûr? Ha mé a zavaz eur strollad brâz enn hô énep,
Nehemiah 13:28Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.
Esther 4:14Rak mar tavez bréma, enn eunn doaré all é vézô dieûbet ar Iuzevien; ha té, ha tî da dâd a vézô kollet. Ha piou a oar ma né két évit-sé oud bét savet da rouanez, ma vijez daré évid eunn hévéleb amzer?
Job 34:19Péhini n’en deûz két a azaouez évit ar brin̄sed; ha na anavez két ar mac’her pa striv oud ar paour; râg hi holl a zô labour hé zaouarn.
Proverbs 29:25Néb a zouj ann dûd, a gouézô hép dalé; néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô savet.