Levr Job 42:5
Gan̄t va skouarn em bôa da glevet, hôgen bréma az gwélann gan̄d va lagad.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
I have heard of thee by the hearing of the ear: but now mine eye seeth thee.
In Context
4Sélaou, hag é komzinn; mé a rai goulennou d’id, ha té, respoun̄t d’in.
6Râk-sé en em damallann va-unan, hag é rann pinijen er poultr hag el ludu.
Cross References
Job 4:12Koulskoudé eur gér kuzet a zô bét lavaret d’in, ha va skouarn é deûz, ével é-tuôni, digéméret ann trouz anézhan̄.
Job 26:14Chétu hon eûz lavaret lôd eûz hé hen̄chou; ha pa eo a-véac’h ével eur banné ar péz hon eûz klévet, piou a hellô sellout out kurun hé vrasder? ———— XXVII. PENNAD. Job a ziskouéz ar reûsiou a c’hourdrouz ar ré fallagr.
Job 33:16Neûzé eo é tigor diskouarn ann dûd, hag é tesk d’ézhô ar péz a dléon̄t da c’houzout;
Isaiah 6:5Neuzé é liviriz: Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.